Buhez vurzhudus ar c'hoarezed Goadec

Crédits & contributions

EAN
  • ÉditeurGOATER
  • Parution10 avril 2026

Prix TTC

12,90
Sur commande

Hag ar C’hoarezed Goadec a anavezez ? Desavet int bet war ar maez, e Breizh, ha berzh o deus graet er bed a-bezh a-drugarez d’o c’hanaouennoù. Eus Treffrin da Bariz, int deuet da vezañ brudetañ kanerezed Breizh o c’houlzad. Daoust da se o deus dalc’het ar pep pouezusañ ‘barzh o soñj bepred : pa vez rannet ken aes-ha-tra ‘pezh a garer gant largentez e c’haller lakaat ar c’halonoù da dridal. ‘Barzh an albom-mañ e par o selloù an teir C’hoar Morizur war bugaleaj ar C’hoarezed Goadec, gant barzhoniezh ha fent, ‘benn d’an holl ac’hanomp kemer skouer warne ha soñjal : me ivez ‘zo barrek d’ober kemend-all ! Ar c’hoarezed Morizur : Skrivagnerez evit ar re yaouank, skrivagnerez bandennoù-treset, tresadennerez hag engraverez war al lino eo an teir c’hoar Morizur, a-orin eus Norzh Penn-ar-Bed. Savet ‘vez gante oberennoù stourm, gwregelour hag a ziwall eus kement tra ‘zo bev, bepred gant ur sell fent ha dilikat. Asambles e labouront ingal a-ziv pe a-deir. Connais-tu les Sœurs Goadec ? Elles ont grandi dans la campagne bretonne et ont conquis le monde avec leurs chants. De Treffrin jusqu’à Paris, elles sont devenues les plus grandes chanteuses bretonnes de leur époque, mais n’ont jamais oublié le plus important : quand on partage ce que l’on aime, simplement et avec générosité, on peut faire vibrer les cœurs. Dans cet album, les trois Sœurs Morizur revisitent l’enfance des Sœurs Goadec avec poésie et malice, pour que d’autres enfants, de Bretagne ou d’ailleurs, puissent s’en inspirer et se dire : moi aussi, je peux le faire !