Librairie Blanche

Baloutchistan Zindabad!

par Lan Tangi

Crédits & contributions

EAN

Prix TTC

11,00

Sur commande

Titre disponible chez l’éditeur, commande possible sur demande.

Dans "Baloutchistan Zindabad!", l'auteur raconte les aventures rocambolesques qu'il a vécues dans le Baloutchistan, région qui s'étend sur plusieurs pays d'Asie (Afghanistan, Iran, Pakistan) et dont certaines tribus revendiquent leur autonomie. Diwar ur gudenn baperach, o veajiñ gant daou gamalad e 1977, en em gavas an aozer en toull-bac’h e Baloutchistan, e mervent Pakistan. Ken dister abeg ar vac’hidigezh ha ken digomprenus da rener al lec’h ma krogas hemañ da ijinañ traoù all diwar o fenn. Ur mizvezh hanter e padas an abadenn a-raok dezho bezañ lezet da vont en un doare ken diboell all. Ur vac’hadenn gafkaek met diriskl a-walc’h, mesk-ha-mesk gant gwarded, laeron, muntrerien, prizonidi bolitikel ha tud diskiant, diaes ober an diforc’h etrezo. Kuit a vezañ plijus, un abadenn souezhus atav, spontus a-wechoù ha farsus alies. Peadra da vont donoc’h e sevenadur ar vro, kompren spered an dud hag o doare daremprediñ. Tennet eus e garned-beaj, tresadennoù bet graet en toull gant an aozer pe gant kenbrizonidi a ya da-heul an destenn. Ur skrid a ro ivez da anavezout istor ha stourm hir ur bobl evit he frankiz. Baloutchistan zindabad! Bevet Baloutchistan!